Statud Rhuddlan (kembraeg : Statud Rhuddlan [ˈr̥ɨðlan]), anavezet ivez evel Statudoù Kembre (latin : Statuta Valliae) pe Statud Kembre (latin : Statutum Valliae), a oa diazez bonreizhel gouarnamant Priñselezh Kembre etre 1284 ha 1536. Embannet e voe gant ar roue saoz Edouarzh Iañ e kastell Rhuddlan, e hanternoz Kembre. Gant ar Statud-se e voe degaset Lezenn Bro-Saoz da Gembre kenkoulz ha kendelc'her gant Lezenn Kembre evit ar prosezioù sivil. Kemeret e voe e blas gant Aktoù Lezennoù e Kembre 1536 ha 1542 pa voe graet eus Kembre ul lodenn eus Rouantelezh Bro-Saoz gant Herri VIII.